Arto Paasilinna

Arto Paasilinna

Arto Paasilinna (20 a viz Ebrel, 1942 e Kittilä, Laponia - 15 a viz Here 2018 en Espoo) a zo ur skrivagner eus Suomi. Meur a vicher a zo bet graet gantañ (koadour, mevel en un ti-feurm, h.a.) a-raok kregiñ en-dro gant e studioù e Skol Uhel Deskadurezh Pobl Laponia, ha dont da vezañ kazetenner er pemdezieg Lapin Kansa (Ar bobl Lapon).

Arto Paasilinna a zo unan eus ar skrivagnerien a ra ar muiañ a verzh e Suomi, met brudet-mat eo deuet da vezañ er-maez eus e vro ivez. Jäniksen vuosi (1975) a zo e romant brudetañ, ha troet eo bet e galleg (Le lièvre de Vatanen), e saozneg (The Year of the Hare) hag en un 20 yezh all bennak. Gallout a reer menegiñ ivez Ulvova mylläri (1981), troet e galleg dindan an anv Le Meunier hurlant.

Oberenn Paasilinna a zo un oberenn a imor vat hag a levenez, gant an natur o kemer perzh en darvoudoù. Alies e vez graet eus e romantoù "romantoù fent ekologel".

Ar skrivagner Erno Paasilinna hag ar c'hannad europat Reino Paasilinna a zo breudeur da Arto Paasilinna.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search